Titus Labienus
Neuz
Titus Labienus, ganet war-dro 100 kent JK ha marvet d'ar 17 a viz Meurzh -45 en Emgann Munda, a oa ur jeneral roman, hag unan eus eilerien Caius Julius Caesar e-pad Brezel Galia (-58 / -52). "Tribun ar Bobl" e voe e -63.
Daoust ma voe unan eus letananted Julius Caesar e Galia, meneget meur a wech e De Bello Gallico, e savas Labienus a-enep Caesar e-pad Eil Brezel Diabarzh ar Republik Roman hag a-du gant Gnaeus Pompeius Magnus. Goude emgann Thapsus e tec'has Labienus da Hispania gant bugale Pompeius, ha lazhet e voe e -45 en emgann Munda.
Tad Quintus Labienus e oa.